Manifesterien dirak Ti-Post Karaez

Communiqué de presse publié le 25/01/09 12:11 dans Langues de Bretagne par Herve Ar Gall pour SLB
t:1
https://abp.bzh/thumbs/13/13826/13826_1.jpg

Un daou-ugent a dud a zo en em vodet da 11 e d'ar sadorn 24 a viz Genver, da heul galv S.L.B., dirak Ti-Post Karaez evit embann o santimant diwar-benn komzoù an Ao. Amiard ha goul ma vo doujet ouzh hor yezh.

Un degemer mat gant implijidi an Ti-Post, ar rener ne oa ket war-blas evit degemer ac'hanomp. Neuze zo bet roet ul lizher d'an implijidi, dezhe da gelaouiñ o rener eus ar goulennoù a sav hor sinkikad ouzh ar Post.

An Aotroù Jean-Paul Bailly prezidant meur ar Post a embann ma vo kempennet mekanikoù didoueziañ-lizhiri ar Post. Hag a-benn miz Mae ne vo kudenn ebet ken gant ar mekanikoù-se evit lenn chomlec'hioù brezhoneg al lizheroù. Diaes deomp krediñ kement-se, neuze e aliomp servijoù ar Post e Breizh da vont e darempred gant Ofis ar Brezhoneg. Tud an Ofis a c'hello kenlabourat gant servijoù teknik ar Post, ha sikour anezhe evit ar pezh a sell eus ar brezhoneg.

Goulenn a reomp, ivez, ma vo implijet ar brezhoneg war ar pemdez gant servijoù ar Post, evit an darempredoù gant ar pratikoù e holl burevioù post Breizh. Poent bras eo ma vo lakaet skritelloù en div yezh en holl burevioù-se. Ha goul ivez gant an implijidi ouia brezhoneg implij ar yezh war o labour. Hag evit an impijidi o do c'hoant en ober kinnig dezhe heuliañ ur stummadur war ar brezhoneg e framm ar stummañ dibaouez.

O welet ne ra ket ar Stad he labour evit derc'hel bev ar servijoù publik en hor Bro e c'houlennomp ma vo roet galloudoù hag arc'hant da Vreizh evit ober war-dro an holl servijoù-se, ar Post en o-mesk.

Ar Vretoned o deus gwirioù, ar Post a rank doujañ oute.

Gervel a reomp, eta, da genderc'hel gant ar stourm evit ma vo doujet ouzh ar brezhoneg gant ar Post. Kentañ emgav d'ar sadorn 31 a viz Genver dirak ti-post an Oriant, Kae an Indez, da 10 e 30.

SLB : Sindicat Labourerien Breizh


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.