Fest deiz sikour Radio Pays 93.1

Agenda publié le 19/01/09 17:27 dans La diaspora par Bruno Le Gras pour Bruno Le Gras
https://abp.bzh/thumbs/13/13715/13715_1.gif

Radio Pays a ginnig deoc'h e fest deiz ar bloaz. Radio Pays a zo deus outi ur skingomz dieub abaoe 1982, bloaz goude m'eo bet digoret bed ar skinoù gant gouarnamant François Mitterrand.

A-stroll eo enni holl pobloù a ya d'ober ar republik gall a-vremañ ouzhpenn tud Bro C'Hall eveljust (euskariz, elsasiz, korsiz, flandriz, okitaniz, katalaniz ha breizhiz) dezho da reiñ ur vouezh hag en o yezh da holl dud ar vroioù-se divroet e kerbenn C'Hall.

O vezañ emañ ar skingomz-se ezelez eus rouedad ar radioioù libr ne vez ket klevet a vruderezh war e skinoù. Setu amañ perak ez eo pouezus e teufimp niverus da reiñ dorn dezhi en ur gemer plijadur ouzhpenn en ur zañsal er fest deiz sikour aozet gant breizhiz ar skingomz.

Kinnig a reont deoc'h mont er sal prestet gant Ti Ar Vretoned evel bep bloaz evit korolliñ gant ar strolladoù breton eus Pariz deuet a youl vat ar bloaz-mañ : Kroazhent, Ar Gazeg Veurzh, Les Gallochants, Skodenn, Estran ha Dorn ha Dorn an holl re gwelloc'h eget egile.

Deuit niverus neuze e Ti Ar Vretoned
22, straed Delambre
75014 Paris.

Degemeret mat e vioc'h ha tro a vo roet deoc'h ober anaoudegezh gant lod eus skipailh ar radio.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 8 ?