Tro ar brezhoneg e 180 devezh : Bernez Rouz paeron 22 zeskard 6 miz 2009

Communiqué de presse publié le 19/01/09 4:03 dans Langues de Bretagne par Olier Ar Mogn pour Olier Ar Mogn
https://abp.bzh/thumbs/13/13691/13691_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/13/13691/13691_2.jpg

Kroget eo an trede staj war 6 miz a-benn deskiñ brezhoneg gant Pol brezhoneg Skol An Emsav abaoe ar 05 a viz Genver 2009. D'ar gwener 09 a viz Genver e oa deuet Bernez Rouz da bPol Brezhoneg Skol An Emsav da baeroniañ an 22 stajiad. Deuet eus pep korn eus ar vro, hag eus pelloc'h a-wezhioù, evit deskiñ komz brezhoneg e c'hwec'h miz ha labourat gant hor yezh da heul ma c'hellont, e oant bet holl kalonekaet gant komzoù seder o faeron. Brudet evit bezañ ur skrivagner ha rener abadennoù brezhonek Frañs 3 e oa ivez un doare da vBernez Rouz da deurel ur c'hillsell war an amzer gent, pa oa eñ war e studioù e Skol-Veur Roazhon 2 hag o studiañ brezhoneg e Skol An Emsav e ... 1971. Dre mard eo liammet raktres pedagogel ar stummadur 6 miz ar bloaz-mañ gant ar c'hleweled e oa pouezus kaout Bernez Rouz da baeron. Skol An Emsav a lido e 2009 daou-ugent vloaz e servij ar brezhoneg. War gresk ez a an niver a dud a heul stummadurioù hir gant Pol Brezhoneg Skol An Emsav , ar greizenn nemeti a ginnig seurt stummadurioù e Breizh-Uhel.

Tu zo deoc'h da zont a-hed ar staj da heuliañ kentelioù (hervez ho live) e-pad ur sizhun (35 eurvezh ) hag ober un tamm hent gant ar stajidi deuet ganeomp evit 6 miz.

Evit gouzout hiroc'h : sae.bzh@wanadoo.fr 02 99 38 75 83

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 2 ?