Bruderezh e brezhoneg gant France Bleu Breizh-Izel

Communiqué de presse publié le 19/01/09 2:46 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/13/13689/13689_1.gif

Ar radio kentañ eus rouedad France Bleu oc'h ober bruderezh e brezhoneg ez eo France Bleu Breizh-Izel.

D'ar 6 a viz Here 2008 e oa bet sinet e Kemper an emglev Ya d'ar brezhoneg gant Jean-Paul Cluzel, prezidant Radio France. Emmanuel Yvon, rener France Bleu Breizh-Izel, en doa divizet kregiñ raktal gant an argerzh-se o kas da benn 2 ober a-bouez : embann ur stumm divyezhek eus an teul a ginnig steuñvenn ar programmoù ha skignañ spotoù e brezhoneg evit brudañ ar c'hentelioù-noz.

Kement ha kenderc'hel ganti emañ ar radio o paouez sevel skritelloù brudañ e brezhoneg.

Gwelet ez eus bet eta e kêr Vrest un toullad busoù lakaet outo ar skritell da heul : « Gwelet ac'hann, e Brest eo France-Bleu ma radio din-me ».

Sed aze un ober mod-nevez a roio mennozhioù emichañs da radioioù all rouedad France Bleu er rannvroioù.

Mod-all abaoe deroù ar bloaz ez eus bet staliet ur panellerezh divyezhek e burevioù ar skingomz.


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.