Re bell zo e c'hortozomp un diviz demokratel diwar-benn Breizh unvan

Communiqué de presse publié le 5/01/09 7:12 dans Politique par Nil Caouissin pour Nil Caouissin

C'hwec'h den yaouank zo bet harzet evit bezañ taolet pentur ha goudron war mogerioù savadurioù publik eus ar fals-rannvro a vez graet « Broioù al Liger » anezhi. Lod dioute a zo bet dalc'het gant ar polis e-pad ouzhpenn 36 eurvezh. Lojamant an dud-se, pe re o zud, a zo bet furchet enne gant ar boliserien. UDB n'eo ket evit degemer seurt doareoù gant poliserien ne zoujont ket a-walc'h ouzh an dud.

UDB a gas he stourmoù war-raok en ur zoujañ ouzh al lezenn. Kas a ra he zraoù war-raok a wel d'an holl. Kalz ac'hanoc'n o deus dalc'het soñj eus he c'hampagn evit adunvaniñ Breizh. Ur c'hampagn dre skritelloù bras 4x3, gant an tem “ pevar rannvro kreñv kentoc'h eget 6 rannvro gwan“. UDB n'eo ket evit degemer ma vez labezet batisoù publik, memes en un doare dister a-walc'h evel m'emañ c'hoarvezet en dro-mañ. Padal emañ gouest da gompren an tresmae hag an poazh-spered a vez gant re yaouank al Liger Atlantel, pa welomp an dispignoù bras ( degadoù a viliadoù a euroioù) a vez, gant pennoù bras “Broioù al Liger“ a-benn brudañ o c'hozh rannvro.

Evit UDB pa ya da fall c'hoari an demokratelezh ha pa ne vez ket moaien da embann e soñj e trenka an traoù; hag an holl a vez paket er jeu-se. Poent bras eo kregiñ gant an divizoù hag, ivez, kinnig deiziadoù evit kas da benn ur referandom diwar-benn an adunvaniñ, da lâret eo kaout en-dro departamant al Liger Atlantel en Breizh.

Evit Mona Bras, hi mouezh UDB : Pierre Morvan ha Pierre Even, izili ar burev politik.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 4 ?