Nedeleg Ai'ta àr marc'had Gwened

Dépêche publié le 24/12/08 7:36 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/13/13442/13442_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/13/13442/13445_2.jpg

D'ar Sadorn 20 a viz an Azvent en deus degemeret Ai'ta gwreg an tad Nedeleg àr marc'had Gwened aveit un abadenn dreistordinal.

Ur bochad tud 'oe en em gavet eno da reiñ dehi o lizher Nedeleg, ebrezhoneg pe e galleg, hag a voe troet a vouezh uhel get un den ag ar strollad. Un digarez a-feson da reiñ brezhoneg da glevout da dud Gwened kement ha da ziskouez dehe eo bev-mat hor yezh ha komzet get paotred ha merc'hed yaouank, lan a vudjon hag a fent !

Un taol kaer enta da vout lakaet e plas er bleioù da zonet c'hoazh, e Gwened hag e lec'hioù àrall. Gervel a ra Ai'ta ! da rac'h an dud tomm o c'halon da yezh ar vro da zonet d'hon sikour aveit bout efedusoc'h c'hoazh !

Nedeleg laouen d'an holl !!!


Ai'ta ! a donc fêté Noël à sa façon le samedi 20 décembre en centre ville de Vannes, en invitant petits et grands à faire part de leurs lettres de cadeaux à l'épouse du Père Noël qui s'était déplacée pour l'occasion.

De très nombreux passants se sont joints aux membres du collectif pour assister aux diverses animations prévues à cet effet et ont donc pu constater que la langue bretonne est encore bien vivante, jeune et dynamique !

Ai'ta ! ne peut que se réjouir du succès de cette opération-comm' et, en attendant sa reconduction d'ici l'année prochaine, appelle tous ceux préoccupés par l'avenir de la langue bretonne à venir nous rejoindre dans l'une de nos antennes locales !

Nedeleg Laouen ! Joyeux Noël !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 5 ?