Emvod meur Sindikad Labourerien Breizh

Communiqué de presse publié le 18/12/08 5:13 dans Politique par Édouard Brichet pour SLB Skol-Veur
t:0

Kemennaden

SLB, Sindikad Labourerien Breizh, en deus dalc'het e Emvod Meur bloaz d'ar Sadorn 6 a viz Kerzu e Karaez. Goude bezañ graet tro ar c'hudennoù sokial ha dirak an niver bras a bostoù labour a vo kollet e Breizh er mizioù e tont e embann SLB eo prest da stourm evit ma vo doujet d'ar labourerien ha labourerezed. Pep den dic'hopret a rank adkavout labour diouzhtu pe bezañ digollet en un doare dereat.

Kreskiñ ha kreñvaat a raio SLB er mizioù e tont, kreñvaat er lec'hioù m'emañ diazezet (skolioù Diwan, Skolioù Meur : en ur zigoriñ ur gevrenn e Skol Veur Naoned, da skouer…) hag e tri rann nevez : an deskadurezh stad, ar sevenadur hag ar stummadur micher hag ivez ar sevel-tier 'lec'h ma vez graet goap ouzh ar labourerien ha dic'hopret…

Kreskiñ a raimp en ur zigoriñ kevrennoù 'lec'h ma c'hallimp. Muioc'h eget biskoazh e tleomp en em aoziñ a-benn taliñ ouzh taolioù fall ar gouarnamant hag ar vistri.

Darempred : 06 73 51 06 23 slbbzh@orange.fr

Dominig JOLIVED-KLEC'H, ar Sekretour Meur


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.