C'hoarioù video e brezhoneg : traoù nevez evit Nedeleg

Communiqué de presse publié le 16/12/08 2:24 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/13/13361/13361_1.gif

P'emañ gouelioù dibenn ar bloaz o tostaat, e kinnig an Ofis deoc'h ur porched 700 c'hoari liesseurt hag ur c'hoari strategiezh anvet « Freecol » lakaet e brezhoneg evit implijerien ar Genrouedad.

Bastañ da ezhommoù ar gevredigezh evit a sell ouzh teknologiezh ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ zo unan eus palioù pennañ an Ofis. Se zo kaoz e laka kalz a nerzh labour da dreiñ e brezhoneg lec'hiennioù kenrouedad, meziantoù ha c'hoarioù video diseurt. Emañ o paouez echuiñ treiñ ur porched c'hoarioù anvet e galleg « Jouer sans arrêt » (pe e katalaneg « Megajocs ») a gaver ennañ 700 c'hoari a bep seurt da vastañ da c'hoantoù an holl. (strategiezh, redadegoù, fardañ, sonerezh, miltamm, sportoù ha kement'zo) « Melldudi » eo anvet ar porched-se ha kavet e vez e katalaneg, okitaneg, italianeg, galizeg, saozneg ha me oar. Sed amañ al liamm : (voir le site)

Gant skoazell Kevin Laquaine-Jakez, zo studier war an ekonomiezh ha bet skoliataet e Diwan a-hed e amzer-skol, eo bet lakaet e brezhoneg Freecol, ur stumm azaset evit bed ar meziantoù dieub eus ar c'hoari hollvrudet « Colonization – Civilisation » a gas ar c'hoarier da vare aloubidigezh Amerika er XVvet kantved. Unan eus an 40 yezh implijet evit ar c'hoari digoust-se eo ar brezhoneg. Un endro e brezhoneg penn-da-benn a vez kinniget daYann vrezhoneger evit c'hoariadennoù hir, e-unan pe gant tud all. Evit pellgargañ ar c'hoari : (voir le site)


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.