Eus Naoned da Shanghai, kentelioù brezhoneg esporzhiet !

Dépêche publié le 13/12/08 7:41 dans Langues de Bretagne par Mathieu Guihard pour ABP
t:1
https://abp.bzh/thumbs/13/13318/13318_1.jpg
Tud eus Kentelioù an Noz gant Herve Garandel ha Jin Yan e wreg.

Ar brezhoneg a oa dija kelennet en estrenvro : Londrez ha Pariz, Moskva hag Ottawa, Kerdiz ha Kopenhagen, Kologn pe c'hoazh Helsinki. Met souezhus e oa da verzout ne oa kentel ebet roet en Azia! Deuet eo da wir bremañ gant ur Breizhat eus Shanghai, sikouret gant Kentelioù an Noz, ar gevredigezh eus korn-bro Naoned evit an dud deuet. Roet eo bet eta hentennoù pedagogel ha skoazell aveel dezhañ.

Krog eo an c'hentelioù abaoe ur mizvezh bremañ, 6 deskard enno, kement a baotred ha merc'hed. An holl a zo laouen da zeskiñ yezh o bro en ur vezañ en tu all d'ar bed. Spiañ a ra o c'helenner, Herve Garandel, e vo Sinaiz a lako o anv en amzer dazont. An dra-se ivez a c'hall kemer perzh e tostaat sevenadurezhioù Sina hag Europa an eil diouzh eben.

Herve emañ e Sina abaoe 3 bloazh e lec'h m'emañ o kenderc'hel e red-micher kroget e Bro-C'hall. Desket en deus ar mandarineg, yezh vehikular Sina. Dimezhet eo bremañ gant ur Sinaez bet e gelennerez. Sot eo ar penn ar raktres-mañ a-vicher gant ar yezhoù, ha komz a ra ivez saozneg hag alamaneg. Ar brezhoneg avat zo bet desket gantañ en e-unan, gant sikour al levrioù eus an dek bloazh diwezhañ hag ar Cd-rom « Brezhoneg pa gari ». Ret eo lavaret en doa bet kizidikaet d'ar yezh e skolaj Kordevez, etre Naoned ha Sant-Nazer, pa oa krennard. Met d'ar mare-se, soñj en deus n'en doa ket gwelet ar binvidigezh a oa bet lakaet en e gerzh. N'eo nemet pa oa deuet da oad-gour en doa komprenet e oa pouezhus lakaat ar brezhoneg da chom bev. Souezhus eo da welet eo ar memes tra gant an dud all eus e glasad. Kejet en deus ganto en-dro, ha kazi an holl en deus distroet d'ar brezhoneg ur wech en oad !

Ar spered digor-mañ a zo kaoz a vez implijet ivez gant Herve ouzh yezh ha sevenadur Sina e lec'h m'emañ o chom bremañ. Yezhoù Sina a vefe reizhoc'h da lavaret. Da skouer ar shanghaieg, ur rannyezh eus ar woueg, komzet gant 14 million den. Ar woueg zo un doare da gomz sinaeg, ar muiañ a gomzerien gantañ war-lerc'h ar mandarineg : 87 million a dud.

Ur re Bretonned bennak a vez kavet e Shanghai, un ti-krampouezh zoken! An ezvroiz eus ar veurgêr-mañ, hini boblekañ ar vro, en deus savet ur gevredigezh, « KerShanghai ». Un digarez da vevañ o sevenadur ha da lakaat ar re all da zizoleiñ o bro. Lidañ a reont da skouer Gouel Erwan bep miz Mae. E Breizh ivez e vez tud eus Sina. Ar pennadurezhioù sinaat emañ zoken o paouez digeriñ Ensavadur Konfusius Breizh e Roazhon, evit gwriziaouiñ o bezañs amañ. Kentelioù mandarineg a vez kinniget da skouer.


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.