Dizoloit ar brezhoneg dre bed ar re vihan toud

Communiqué de presse publié le 11/12/08 3:37 dans Langues de Bretagne par Gregor Mazo pour Gregor Mazo

A-benn miz Geñver e vo lakaet e pleustr ar stummadur kentañ da zizoleiñ ar brezhoneg dre bed ar re vihan toud : un digarez dreist evit kerent pe tud a-vicher d'en em lakaat er jeu !

Un taol kentañ !

Da heul ur goulenn gant tud a-vicher, omp aet e darempred gant Stumdi, kreizenn stummañ micherel brezhonek, a-benn sevel ganto ur stummadur kentañ tro dro d'ar brezhoneg e bed ar re vihan.

Digor d'an holl e vo ar staj kentañ

Kinnig un darempred kentañ d'ar brezhoneg eo pal ar stummadur-se, met liammet gant bed ar re vihan. Abalamour da se hon eus divizet e klotfe ar staj-mañ d'ar re zo o kregiñ ganti, d'an dud live I ganto pe deraouidi faos anezho. Digor eo an traoù d'an dud a-vicher, pe d'an dud a zo dedennet gant an danvez : kerent, tud kozh...

An danvez

C'hoant hon eus tizhout tud n'int ket brezhonegerien ampart, o labourat e-barzh ur framm bugaligoù pe a zo e darempred gant bugale yaouank, ha kas dezho alc'hwezioù da dreuzkas ar yezh memes tra. Desket vo diazezoù ar yezh, peadra da lenn un istor simpl, frazennoù boutin, rimadelloù, soniouigoù. Titouroù pleustrek

6 devezh vo ar staj, ledet war 3 sizhun e miz Genver : 15 ha 16 / 22 ha 23 / 29 ha 30. 550 euro eo ar priz evit an dud a-vicher (tu zo lakaat anezhañ dindan ar stummadur dibaouez), ha 250 evit ar re all.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 2 ?