Dazont ospital Karaez : da ziwall zo

Communiqué de presse publié le 10/12/08 9:30 dans Politique par Hervé Le Gall pour Hervé Le Gall
https://abp.bzh/thumbs/13/13285/13285_1.jpg

UDB Kreiz Breizh a zo nec'het bras gant an doare ma tro an traoù evit ospital Karaez, pa fell d'an ARH stagañ Ospital Karaez ouzh hini Brest kousto pe gousto, ha d'an daou lamm ruz. UDB n'eo ket a-enep, e-seurt ebet, ma vo staget ospital Karaez ouzh hini Brest ; padal e soñj deomp e rank an traoù bezañ kaset war-raok en un doare sklaer, ha ma vo gwarantet gant ar Stad, a zo en he c'harg ober war-dro ar yec'hed publik, ma vo dalc'het an ti gwilioudiñ hag ar servijoù surjianerezh e kêr Karaez.

Souezhet eo UDB, ur wech ouzhpenn, gant ar PS, pa venn ar strollad-se kas an traoù buan war-raok, kement-se en ur sevel a-enep d'ar soñjoù embannet gant ar sindikadoù ha gant kevredigezhioù difenn Ospital Karaez. Gant an doareoù-se, pennoù bras PS ar Vro a sav a-du gant politikerezh dispenn ar servijoù publik savet gant gouarnamant Pariz.

Evit diskouez emañ reizh ar goulenn derc'hel an ti gwilioudiñ hag ar servijoù surjianerezh e Karaez ; ur goulenn a zo bet savet meur a-wech, ha gant nerzh, gant tud Kreiz Breizh da vare ar manifestagoù bras zo bet ; UDB Kreiz Breizh a c'halv tud ar Vro da vont da vanifestiñ, da 11 eur, e Kemper, d'ar sadorn 20 a viz Kerzu.

UDB Kreiz Breizh


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 1 ?