Ha fellout a ra deoc'h ober tro ar brezhoneg e 180 devezh ?

Communiqué de presse publié le 10/12/08 5:26 dans Langues de Bretagne par Olier Ar Mogn pour Olier Ar Mogn
https://abp.bzh/thumbs/13/13281/13281_1.jpg

Kinnig a ra Pol brezhoneg Skol An Emsav (kreizenn stummañ micherel) ur staj brezhoneg e-pad 6 miz e Roazhon a-benn mestroniañ ar brezhoneg etre Genver hag Even 2009. Ar stummadur se zo digor d'ar gopridi a c'hell goulenn heuliañ ur stummadur micherel ha d'an dud dilabour enskrivet en ajañs broadel evit al labour (Gellout a reont bezañ kemeret e karg gant ar c'huzul rannvro). Tu 'vo da neb a heulio ar stummadur mont da vrezhoneger ha goulenn labourat e bed ar brezhoneg. Teir sizhunvezh staj dre soubidigezh a vo d'ober e embregerezhioù pe frammoù a ra gant ar brezhoneg e-keit ar prantad stummañ evit ober al liamm gant bed al labour. Diazezet eo ar stummadur war an hentenn Oulpan , bet savet evit kelenn d'an dud deuet , gant ur bedagogiezh a glot gant ezhommoù an deskarded.

Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h pe lakaat hoc'h anv dav eo enskrivañ diouzhtu kaer :
02 99 38 75 83 evit goulenn un emgav a-benn sevel an teuliad.

(voir le site)
sae.bzh@wanadoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 6 ?