Lennit Bremañ miz Kerzu

Sommaire publié le 8/12/08 7:39 dans Media et Internet par Olier Ar Mogn pour Olier Ar Mogn
https://abp.bzh/thumbs/13/13240/13240_1.jpg
Golo Bremañ.

Lennit Bremañ miz Kerzu !

Brezel padus Kongo, heuliad ar rummad pennadoù diwar-benn Sina, emgav rannvroioù ar Bed e Sant-Maloù diwar-benn kemm an hin, stourm tud Plourae a-enep ur raktres toull-lastez... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Kerzu 2008. An teuliad peder fajennad zo gouestlet da zilennadegoù prezidant ar Stadoù-Unanet en niverenn-mañ. Un diverrañ eus an teuliadoù a ranko gouarnamant da zont Barack Obama plediñ ganto a vo kavet e-kreiz an teuliadig. A bep tu, soñjoù un Amerikanez o vevañ e Breizh hag ur Breizhad o vevañ en Amerika diwar-benn an dilennadeg. Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 8 ?