Roazhon er penn a-raok

Communiqué de presse publié le 2/12/08 7:31 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/13/13166/13166_1.gif

Alies eo bet Roazhon er penn a-raok evit ar pezh a sell ouzh ar brezhoneg ha kendelc'her a ra ar wezh-mañ c'hoazh : sinet eo bet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant skol-veur Roazhon 2 d'ar Gwener 28 a viz Du.

Dirak M. Gontard, prezidant Roazhon 2 ha kuzul-merañ ar skol-veur, L. Louarn, prezidantez an Ofis ha Per denez, bet rener rann ar c'heltieg e-pad 20 vloaz, eo deuet Roazhon da vezañ skol-veur gentañ Breizh o vont gant an hent-se.

Kozh eo an istor etre ar brezhoneg ha skol-veur Roazhon bremañ. Kelennet e vez brezhoneg abaoe 1880. Klok eo kursus ar studioù brezhoneg ha deuet eo ar brezhoneg da vezañ an trede yezh studiet ar muiañ a-raok an italianeg, ar sinaeg hag an alamaneg.

Niverus eo an dud a laka ar yezh da vevañ e Roazhon 2, kelennerien ar gevrenn geltiek da gentañ-penn. Pouezus-meurbet eo roll ar skol-veur evit kelenn ar brezhoneg d'an dud yaouank, stummañ brezhonegerien ampart nevez hag ivez skolaerien ha kelennerien zo ezhomm bras anezho evit kenderc'hel da ziorren an hentadoù divyezhek. Un dachenn all zo da vezañ boulc'het, hini ar stummadurioù e brezhoneg a-benn kinnig d'an dud yaouank a zeu er-maez eus an hentadoù divyezhek an tu da genderc'hel gant o stummadur en ur virout ar brezhoneg evel yezh kelenn.

Oberoù liesseurt a zo bet kaset da benn dija gant ar skol-veur (panellerezh, kartennoù-bizit, deiziataer...). Sinañ Ya d'ar brezhoneg a roio an tu da vont pelloc'h c'hoazh ha pouezus eo rak ur yezh vev a rank bezañ gwelet en hec'h endro.


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 1 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.