Gounezit un doudou evit Nedeleg

Appel publié le 28/11/08 4:17 dans Langues de Bretagne par Gregor Mazo pour Gregor Mazo
https://abp.bzh/thumbs/13/13108/13108_1.jpg

Pakit div c'had gant un tenn fuzuilh neuze : sikourit diorren ar brezhoneg e bed ar vugaligoù, ha resevit ur prof war un dro ! Perak sikour Divskouarn ?

- Peogwir sikour diorren ar brezhoneg e bed ar re vihan toud a zo prientiñ dazont ar yezh, - digeriñ a ra ar roadenn-se deoc'h ar gwir da lammat 66% anezhi diwar ho tailhoù ! (roet vo gant Divskouarn ur baperenn desteni deoc'h), - profet vo deoc'h un neñneñ diwar koton marc'had reizh, gant sikour ar stalioù Louli des Bois, - ezel e teuiot da vezañ ouzh Divskouarn, da lâret eo e vo resevet keleier ingal ganeoc'h. Penaos ober ?

Pellgargitar baperenn a zo e traoñ ar pennad-mañ, pe kit e darempred ganeomp da gaout anezhañ, ha kasit anezhañ en dro deomp : - Divskouarn, - 12 straed ar Marn, - 29260 LESNEVEN.

Kerkent a ma vo resevet ganeomp, e miz Kerzu pe Genver, e vo kaset deoc'h an neñneñ a vo bet resevet.

An neñneñioù

Daou seurt neñneñ a zo, ar re evit ar roadennoù dindan 10 euro ar miz, hag ar re evit ar roadennoù brasoc'h.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 3 ?