Ur wech oc'hpenn eo bet spurmantet an Ankou ha korfoù orañjez marv war leur un ti-gar. Adlañset eo bet oberennoù Ai'ta ! Bro Gwened gant un «die-in» d'ar sadorn 15 a viz Kala-Gouañv en Oriant.
A-feson eo tremenet an traoù : ur bochad tud o deus gallet eskemm get tud Ai'ta ! a-ziàr plas ar brezhoneg er vuhez foran... ha lod ag implijidi an SNCF 'vehe kontant da welet yezh ar vro en o lec'h labour zoken !
Pegeit 'vo dav dimp gortoz c'hoazh a-benn gwelet kement-mañ ? Sur 'walc'h 'vo ret dimp sevel kalz muioc'h a abadennoù a seurt-se (ha gwelet pell muioc'h a vrezhonegerion o kemer perzh ivez !) aveit cheñch penn d'ar vazh.
■