Bro Vrest er penn a-raok evit ar brezhoneg er skol

Communiqué de presse publié le 7/11/08 3:36 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/12/12842/12842_1.gif

Lañs he deus bro Vrest e-keñver toleadoù all Breizh evit ar pezh a sell ouzh stad ar brezhoneg war pep tachenn. Tennañ gounid eus an dra-se zo d'ober evit diazezañ amañ araokadennoù nevez ar brezhoneg.

Unan eus broioù pobletañ Breizh eo bro Vrest hag e penn a-raok diorren ar brezhoneg e vez alies. Etre 40 000 ha 45 000 brezhoneger a vefe e bro Vrest e 2008, diouzh a c'hellomp brasjediñ (war-dro 11,5% eus poblañs ar vro).

War dachenn ar c'helenn divyezhek eo stankik rouedad ar skolioù dija hag ar sifroù a gendalc'h da greskiñ gant ul lusk ingal. 2652 skoliad divyezhek a oa enskrivet en hentadoù divyezhek e 2007/2008. O kontañ ouzhpenn an doareoù all da zeskiñ brezhoneg er skol (tañva, kentelioù yezh) ez eus tremen 8 000 skoliad eus ar vro a heuilh kentelioù brezhoneg pe e brezhoneg eus ar skol-vamm d'al lise. En tu-hont da 1 000 den deuet a zesk brezhoneg a-hend-all.

Emouestl strollegezhioù foran zo a sikour da wriziennañ ur vuhez brezhonek e meur a lec'h hag e meur a dra a zeu da glokaat ar gweledva yezhel er gevredigezh keodedel.

N'emañ ket bro Vrest en un degouezh dibar e-keñver peurrest Breizh avat. Er c'hêrioù bras eo re dreut ar c'hinnig kelenn divyezhek evit ar mare : n'eus nemet ur skol bublik ha skol brevez ebet e Brest, da skouer. An tañva d'ar yezh er skolioù a chom stanket daoust d'ar goulenn, an niver a gentelioù brezhoneg en eil derez a ya war zisgreskiñ peurliesañ (d'an distro-skol 2008 ne chom kinnig ebet ken e skolioù publik Brest). Dizingalderioù a stader war an dachenn : su ar vro a chom dibourvez alies. E-keñver kinnig kelenn divyezhek, da skouer, n'eus bet digoradur ebet war an takad-se en ur ober dek vloaz tra ma'z eus bet pevar lec'h nevez e Kumuniezh kumunioù Bro an Hirwazh etre 2006 ha 2008.

Un trec'h da dizhout war grenn dermen eo kempouezañ ar c'holl brezhonegerien, ar pezh a dalvez stummañ ur brezhoneger nevez evit kement brezhoneger a varv. En desped d'he zuioù kreñv emañ pell bro Vrest eus ar gont gant etre un ha daou brezhoneger nevez evit dek a ya da anaon. Ha pa yafe war ziorren fonnusoc'h, ar c'helenn divyezhek e-unan ne vo ket a-walc'h evit tizhout ar pal meur-se, ezhomm a vo da stummañ kalz a dud dre an doareoù all ivez. Dre chañs emeur amañ en ur vro zo danvez enni da c'henel oberoù nevez evit diorren ar brezhoneg.

An teul a vo kavet kevret da bellgargañ a zo kresket a galz e-keñver an hini a oa bet savet e 2004. Divyezhek eo ha skeudennaouet eo bet gant kartennoù ha grafikoù e-leizh hag aozet evit bezañ aes da lenn (klozadurioù, taolennoù sintetek en dibenn).


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.