Ur strollad komz kentañ e brezhoneg diwar-benn ar re vihan toud

Communiqué de presse publié le 6/11/08 5:04 dans Langues de Bretagne par Gregor Mazo pour Gregor Mazo

Un degouezh dibar a vo deus outañ d'ar Gwener 28 a viz Du e Ti ar Vro Kemper da 6 e 30 noz : krouidigezh ar c'hentañ strollad eskemm brezhonek tro dro d'ar fed bezañ tad pe vamm.

Ur strollad komz a ginnig deoc'h eskemm bep miz diwar-benn bed ar re vihan toud en un aergelc'h plijus. Ar gaoz a vo e brezhoneg diwar-benn temoù evel al laezhadur, ar gwilioud, ar skerb dougen, pe temoù all kinniget gant an dud a gemero perzh.

Emaomp e soñj rannañ an emvodoù e div lodenn, da lavaret eo da gentañ ur gaoz digor, ha war-lec'h ur brezegenn vihan diwar-benn un tem resis.

An emvod kentañ a vo aozet e Ti ar Vro Kemper d'an 28 a viz Du, da 6 e 30 noz. Bez' e c'hellit degas ho pugale hag un tamm peadra da evañ ha da zebriñ.

Digor eo ar strollad d'ar gerent, kozh pe yaouank, ha d'ar re n'o deus ket a vabig c'hoazh. Evit kaout muioc'h a ditouroù, bez' e c'hellit pellgomz da Anne er 06 63 16 09 75.

Gant sikour Divskouarn eo aozet an abadennoù, ar gevredigezh da gas ar brezhoneg war-raok a-raok ar skoliata.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 7 ?