Brezhoneg bev ? Brezhoneg er vuhez foran ?
Moarvat eo bet souezhet tud Gwengamp disadorn 25 a viz Here o welet an Ankoù en ti-gar hag en ti-post. 'Oa ket deut e-unan : ur biniaouer a sone un ton evit an deg bennak a dud astennet war al leur, rochedoù oranjez ha maskloù gwenn gante.
Ijinet 'oa bet an tamm c'hoariva-se gant Ai'ta ! Bro-Dreger, ur strollad tud yaouank laouen, difeulz ha distag deus ar strolladoù politikel, evit diskwel 'mañ ar brezhoneg en stad fall c'hoazh, daoust da ali ar vreizhiz 'vit ma 'vije saveteet.
Kalz bugale 'vez o teskiñ brezhoneg 'barzh en ar skolioù, a-wezhoù betek ar vachelouriezh. Met petra ober gantañ goude ? Penaos implij ur yezh na vez ket gwelet en neblec'h ba'r ruoù ? Ne c'hello ket ar brezhoneg kenderc'hel da vevañ ma ne vez ket implijet 'maez an ti ha 'maez ar skol.
Koulskoude 'vije prest implijidi 'zo da degemer 'hanomp en brezhoneg, en ti-post koulz hag en ti-gar, ma vijent laosket d'ober seulamant !
Ai'ta Bro-Dreger a stourm evit broudan implij ar yezh, hag a c'houl neuze digant servijoù ar Post hag an SNCF 'vije divyezhekaet o burevioù.
Ai'ta! Bro-Dreger
■