Sine Yaouank 2008 evit muioc'h a vrezhoneg en egor !

Agenda publié le 27/10/08 7:55 dans Festivals par Gwenvael Jequel pour Gwenvael Jequel
https://abp.bzh/thumbs/12/12696/12696_1.jpg
Skritell Apollo 13
https://abp.bzh/thumbs/12/12696/12696_2.jpg
Prad don

Etre an 3 hag a 5 a viz Du 2008 e vo dalc'het e Roazhon, evit an eil bloavezh, festival Sine Yaouank, kinniget ha kaset da benn gant skipailh Gwagenn TV

Teir nozvezh sinema e brezhoneg, digoust ha digor d'an holl e Roazhon:

D'al Lun 3 a viz Du da 8 eur Digoradur gant ur banne a enor profet Ar 4bis - CRIJ 4bis Cours des Alliés

Prad Don, ur film sevenet gant Soazig Danieloù diwar-benn ar gejadenn etre ur peizant deus Banaleg ha Skolidi Diwan Tregon ha Diwan 30 vloaz 30 dremm ur film kaset a-benn gant kevredigezh Setu da geñver deiz ha bloaz ar skolioù brezhonek.

D'ar Meurzh 4 a viz Du da 8 eur Ty Anna Tavarn 19 plasenn Santez Anna

Ma vijen graet gant Aziliz Bourgès diazezet war gomzoù bugale skol bublik divyezhek Douarnenez. Hag un toullad filmoù all savet gant Gwagenn TV ha tud all.

D'ar 5 a viz Du da 8 eur Ti Tachenn Veurzh 4 Cours des Alliés

Apollo XIII film Ron Howard bet advouezhiet e brezhoneg gant skipailh Dizale, hag ur film berr gant Gwagenn TV awenet digant Apollo XIII. A-hed ar sizhun e vo skignet tammoù nevez deus Ken Tuch' (LBP ha Dizale) ha Leurenn BZH (Pois Chiche Films)…

Deuit niverus !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 6 ?