Lokmaria-Plouzane, e-kreizig-kreiz bro an Irwazh, a sin Ya d'ar brezhoneg

Communiqué de presse publié le 23/10/08 8:08 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/12/12636/12636_1.gif

Sinet e oa bet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant an Itron Vivane Godebert, maerez hag eilprezidantez Kumuniezh kumunioù bro an Irwazh hag an Itron Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d'ar Gwener 17 a viz Here 2008.

Dibabet eo bet gant kumun Lokmaria-Plouzane kas da benn 5 ober dindan bloaz evit tapout al label a live 1. Kerkent ha ma vo graet ar 5 ober-se e ouestlo ar C'huzul-kêr mont war-du al label 2.

Sed amañ an oberoù war ar roll-labour eta : staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun, embann kartennoù-bizit evit an dilennidi a fello dezho, moullañ paper-lizher divyezhek, lakaat logo ar gumun en div yezh ha staliañ panelloù divyezhek e diabarzh hag e diavaez savadurioù an ti-kêr.

Lokmaria–Plouzane eo ar 5vet kumun a sin ar garta Ya d'ar brezhoneg e Kumuniezh kumunioù bro an Hirwazh.


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.