C'Hoariva : Ar roue Ubu e Lokoal-Mendon a-benn digwener da noz

Agenda publié le 22/10/08 8:37 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Christian Le Meut
https://abp.bzh/thumbs/12/12619/12618_1.jpg
Ar roue Ubu.

Ar pezh c'hoari «Ar roue Ubu» a vo kinniget e Lokoal Mendon d'ar 24 a viz Gouel Mikel (Here) get Strollad ar Vro Bagan, war leurenn sal Emeraude.

Kouviet eo bet ar Vro Bagan get Douar Alré ha Kerlenn Sten Kidna evit «Bro Alré Gouil Bamdé» (15/10-15/11), gouelioù evit sevenadur Breizh e Bro An Alré. Ar Roue Ubu a zo troet diwar oberenn Alfred Jarry Ubu-Roi. 18 aktour a vo war al leurenn evit un arvest bras ha dispar.

«Diwar ur farserezh skolajidi eo bet savet Ar Roue Ubu. Fellout a rae dezho ober goap ouzh unan eus o c'helennerion, Felix Heber, a oa war o meno spontusañ ha grosañ den a oa o vale war an douar. Diwar pezhig u c'heneil »Ar Boloniz« e savo Jarry e bennoberenn, un taol-dispac'h e istor ar c'hoariva. An Tad Ubu a vezo kavet e pezhioù all : »Ubu chadennet«, »Ubu dogan«, »Ubu war an dorgenn«, hag oberennoù all Almanak an tad ubu ar vrudetañ anezho. Jarry, diouzh doare, a deuio muioc'h mui da vezan an tad ubu eñ e-unan».

Troidigezh Ar roue Ubu e brezhoneg (graet get Goulc'han Kervella), a zo bet embannet get Skol Vreizh.

- Digwener 24 a viz Gouel-Mikel (Here), 8 e 30, e sal Emeraude, Lokoal-Mendon; 7 euro evit mont e-barzh. 4 euro evit ar re edan 18 vloaz. Titouroù : Kerlenn Sten Kidna, 02 97 29 16 58.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 8 ?