Distro-skol ar re vras : da heul ar skolidi eo ar mare evit an dud deuet da zont da zeskiñ brezhoneg

Communiqué de presse publié le 26/09/08 9:39 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/12/12310/12310_1.gif

C'Hoant ho peus da zeskiñ brezhoneg ? Gant 200 lec'hiad deskiñ kentelioù noz d'an distro-skol-mañ e Breizh e kavoc'h un doare evit deskiñ brezhoneg nepell diouzh ho ti a-dra-sur.

Stank eo rouedad ar c'helenn d'an dud deuet er bloaz-mañ c'hoazh : 200 lec'hiad a ginnig kentelioù noz e Breizh, aozet gant 160 framm e 174 kumun.

Gallet hon eus klokaat ha neveziñ roll ar frammoù a ginnig kentelioù a-drugarez tud a vicher bed ar c'helenn, an dud a youl vat niverus ha dre foromoù ar c'hevredigezhioù zo bet dalc'het un tamm e pep lec'h e Breizh.

Kentelioù nevez zo bet savet er bloaz-mañ evit kinnig deskiñ ar yezh e lec'hioù ma ne oa netra betek-henn. Gallout a reer menegiñ ar gevredigezh nevez krouet « An Holl d'ar skol » hag a zo o vont da ginnig kentelioù e Pempont pe ar c'helc'h keltiek e Mur pe c'hoazh Kuzul skoazell Diwan Savenneg nevez krouet el Liger-Atlantel.

Meur a zoare zo evit deskiñ brezhoneg : gallout a rit dibab stajoù berr pe hir hag a gloto gant hoc'h ezhommoù micherel da skouer.

Kavout a reoc'h holl daveennoù ar frammoù a ginnig stummadurioù dibaouez pe stajoù er roll enlinenn. N'hon eus ket disoñjet ar re n'emaint ket o chom e Breizh evel-just ! Gallout a raio ar re zo e Bro-C'hall pe er broioù all zoken deskiñ brezhoneg : 30 kevredigezh a ginnig kentelioù noz e-maez Breizh ha 17 skol-veur hon eus renablet er bed evit ar mare hep menegiñ ar c'hentelioù dre lizher.

Neuze na chomit ket etre daou soñj : kit da deurel ur sell ouzh ar roll enlinenn nevesaet ingal a-benn kavout ar c'hentelioù a gloto gant ho c'hoantoù gant an titouroù dre ar munud.

Gallout a rit dont e darempred ganeomp evit bezañ heñchet war-du ar c'hentelioù tostañ eus ho lec'h annez gant an niverenn 0820 20 23 20 pe dre bostel studi.diorren(AT)ofis-bzh.org


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.