Festimanif : un taol kaer da gas da benn-vat

Communiqué de presse publié le 23/09/08 4:04 dans Politique par G. Riwal pour Jeunes de l\'UDB
t:1
https://abp.bzh/thumbs/12/12260/12260_1.jpg

Re yaouank UDB (Unvaniezh Demokratel Breizh) a oa bet laouen bras, pa oa bet gwelet gante an niver bras a Vretoned hag a vignoned Breizh a oa disadorn e kêr Naoned.

Trugarez vras, eta, d'ar re yaouank o oa deuet da zibuniñ e straedoù Naoned dindan banniel emrenerien yaouank Breizh. "Lanv melen" hor bannieloù e-mesk ouzhpenn 400 stourmer pe vignon UDB a roe ton ha lañs da sonerezh ar bagadoù a oa deuet, ivez, evit difenn o idantelezh.

Evit tud yaouank Unvaniezh Democratel Breizh, eo gant an emrenerezh nemetken a c'hellimp derc'hel bev hor sevenadur dibar, en ur gaout galloudoù da vat d'ober war-dro hor sevenadur er Vro. An emrenerezh a ranko bezañ savet war dachenn Breizh istorel, da lâret eo Breizh 5 departamant ! Eus Brest da Klison ur bobl breton hepken...

Evit stourm da gaout Breizh en he sav en ur bed kengred : deus ganeomp-ni, Re Yaouank UDB

Evit Tud Yaouank an UDB, Gwendal Rioual


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.