Festimanif e Naoned : Trawalc'h a zismegañs a-berzh ar Stad C'Hall, deomp-ni Bretoned da gaout gall

Communiqué de presse publié le 13/09/08 8:14 dans Politique par Nil Caouissin pour Nil Caouissin
https://abp.bzh/thumbs/12/12130/12130_1.jpg

UDB Kreiz Breizh a c'halv mignoned ar brezhoneg hag an holl zemokrated da vont da gêr Naoned, d'ar Sadorn 20 a viz Gwengolo, evit vanifestiñ a-enep politirezh Nikolaz Sarkozy hag e ouarnamant a dag hor yezh hag hor sevenadur, hiziv an deiz, gwashoc'h eget biskoazh.

Netra nevez evit kelennadurezh hor yezh, daoust d'ar charre bras zo bet graet e Breizh, gant deputeed zo, tro-dro d'ar menneg diwar-benn ar yezhoù rannvro a zo, diwar-vremañ, e bonreiz ar Stad C'hall. Ken start all eo digeriñ klasoù divyezhek er skolioù publik : gwelet stad an traoù en Oriant pe e Loperet ; ken diaes all vo d'ar skolioù Diwan kreskiñ, gant ar berr ma vez an arc'hant gante, pa ouier e vez war o chouk, e-pad 5 bloaz koust merañ ar skolioù nevez ha goproù o skolaerien ; gant ar skolioù katolik n'eo ket gwelloc'h, skol nevez ebet digoret ar bloaz-mañ.

E-giz ma ne vije ket a-walc'h, gant an difoutre ma vez ar Stad e-keñver kelennadurezh hor yezh, e zisklêr, an Itron Christine Albanel, ministrerez ar sevenadur, e fell dezhi embann un danvez lezenn evit rediañ aozerien gouelioù Breizh da c'hoprañ an holl sonerien a- youl- vat e-giz-ma vijent sonerien a-vicher : ar vreudeur Morvan a rankje bezañ disklêriet evel ma vez Alan Stivell, gwellañ mod da ziskar hon hengoun, a-viskoazh ar sonerien daou-ha-daou hag ar ganerien kan-ha-diskan zo bet paeet gant un tamm gwerzh butun…

UDB a c'houl groñs ma vo dilezet ar raktres direzon-se ha ma vo bodet, al labourerien « krog-diskrog », ar sonerien « amatour », an dud a-youl-vat hag an aozerien gouelioù zo en hor bro, d'ober kinnigoù resis da reiñ, ha da zerc'hel lañs, d'hor sevenadur e Breizh.

Evit pezh a sell kaout pemp departamant e Breizh , netra a vad kennebeut, gouarnamant Nikolas Sarkozy a ra skouarn vouzar ouzhimp, daoust da c'houlennoù dilennidi ha poblañs departamant al Liger- Atlantel.

Trawalc'h a zismegañs a-berzh ar Stad C'hall, deomp-ni Bretoned eo da gaout galloudoù e Breizh d'ober war-dro hor bro, hor sevenadur, hag hor yezhoù. N'omp ket evit gortoz ken. Emsaverien UDB a ranko, da vare ar votadegoù rannvro, bezañ dibleg gant an tu kleiz, n'eo ket gant dilennidi rannvro klouar e teuimp a-benn ma vo doujet d' hor gwirioù pobl.

Ar pezh a vank e Breizh eo an emrenerezh, e-giz ma vez e Bro- Gembre, e Katalunia, pe c'hoazh e Bro- Skos… Emsaverien UDB a vo war ar renk evit ar votadegoù rannvro ha war an dachenn, skoaz-ha-skoaz gant ar Vretoned, evit lakaat an traoù da cheñch, ha kaout an emrenerezh en hor Bro… Holl asambles eo, e vimp trec'h !

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve Ar Gall

(voir le site) ar FestiManif.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 9 ?