Lise Lesneven a respont « Ya »

Communiqué de presse publié le 1/09/08 7:08 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/11/11925/11925_1.gif

Ur c'hlip video da welet war ar genrouedad

Gant Kristof Nikolaz, kelenner brezhoneg e lise Sant-Frañsez Lesneven, eo bet savet ar c'hlip, bet filmet da vare gouel an hentad divyezhek d'an 20 a viz Mezheven 2008.

Filmet eo bet al liseidi, ar gelennerien, kanerien al laz-kanañ, merourien hag implijidi al lise o tistagañ ar ger “YA” krak ha fraezh war un ton youlek ha fentus.

War o lec'h labour eo bet filmet an dud : salioù skol, sport, arnodvaoù fizik-kimiezh, burevioù, kegin ha kement'zo en ti, evit embann emaint a-du gant ar brezhoneg.

Deuet eo ar mennozh-se da-heul sinadur an emglev “Ya d'ar brezhoneg” e miz Genver 2006 gant al lise ha graet ez eus bet traoù gantañ abaoe (panellerezh, kreñvaet eo bet an hentad divyezhek) evit diorren ar brezhoneg el lise.

Gant un ton rap en a-dreñv e c'heller selaou an dud o kaozeal. Savet eo bet an ton-se gant IwanB, bet tapet gantañ Priz rannvroel dazont ar brezhoneg e 2007.

Setu amañ al liamm evit sellet ouzh ar c'hlip-se : (voir le site)


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.