Kerlenn Sten Kidna An-Alre : Distro ar skol-noz hag ur blog nevez

Communiqué de presse publié le 27/08/08 15:04 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre
t:0

Deoc'h da ouiet e adkrogo ar skol-noz adalek ar 15 a viz Gwengolo. Engortoz omp d'ho kwelet niverus é tostaat d'ar c'hentelioù ha d'an holl abadennoù, d'ar filajoù... C'hwi a gavo roll ar c'hentelioù en ur vonet àr blog nevez ar Gerlenn : (voir le site) . Klask a raimp derc'hel d'ar roll-se e-pad ur miziad, amzer d'an dud da zonet da lakaat o anv. Goude e vo gwelet hervez an dud a vo e pep kentel : lod kentelioù a vo ret marse o diblas pe chom a-sav gete.

Un dolpadenn a vo lakaet etrezomp neuze da ziviz da vat d'ar Gwener 17 a viz Gouel-Mikael. C'hwi a gavo ivez àr ar blog tres kentañ kalander ar blezad; d'ar 17 a viz Here, atav e vo prest da vat, emgav da 8 e 30 da noz e sal ar Gerlenn. Gellet a rit dija gober ho soñj ha merchiñ deizioù 'zo àr ho karned. Na zoujit ket a donet e darempred geneomp dre bellgomz : 02 97 29 16 58, pe dre vail : stenkidna(AT)wanadoo.fr , pe paseit er sal, bez' zo kafe, 6 straed Joseph Rollo, karter an ti-gar, en Alre.


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.