UDB Kreiz-Breizh a skoazell ar re a sav a-enep raktres sevel ur c'hraou-moc'h greantel e Trabrivan

Communiqué de presse publié le 21/07/08 5:47 dans Politique par Nil Caouissin pour Nil Caouissin

U.D.B. Kreiz-Breizh prederiet gant dazont an ekonomiezh hag an endro e Kreiz-Breizh a zo nec'het gant raktres sevel ur c'hraou-moc'h greantel 930 gwiz ennañ hag a produfe 25 000 pemoc'h bihan ar bloaz !

Chalet gant ar saotradur a c'hellfe degas hañvouez ar moc'h, e skoazell U.D.B. ar re a sav a-enep ar raktres. Goulenn a ra ma vo renablet an holl dakadoù gleborek a vo tapet gant raktres ar steuñv-skuilhañ.

UDB a c'halv tud Kreiz Breizh da gemer perzh en emgav a vo d'ar Sul 28 a viz Gouere da 2 eur e bourk Trabrivan. Eno vo moaien selaou sonerezh, kaozeal gant tud all ha sinañ ar skrid-goulenn evit ma vo renablet an takadoù gleborek. Deuit niverus !

UDB Kreiz Breizh


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 1 ?