Deskiñ brezhoneg buan : diskoulm ar stajoù yezh

Communiqué de presse publié le 17/07/08 5:16 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/11/11543/11543_2.gif

A-hed ar bloaz e vez kinniget stummadurioù war ar brezhoneg gant un toullad frammoù. Hir pe hiroc'h e vezont, dibennoù-sizhun, sizhunvezhioù, prantadoù 6 miz. Da bep hini da zibab lusk ha stumm ar staj evit dont a-benn da gomz flour.

Adalek bremañ e c'heller en em enskrivañ evit stajoù a grogo e miz Gwengolo gant ar frammoù merket a-is. Dre ar stummerezh dibaouez e c'hell bezañ kemeret ar stummadur e kont pe bezañ arc'hantaouet gant an AVAL.

Teknikoù pedagogel nevez zo bet savet gant kelennerien ampart a-benn lakaat ar skolidi da gomz adalek ar gentel gentañ gant skoazell poelladennoù a-stroll. Krouet e vez al liamm gant ar yezh d'an taol kentañ hag ar c'helenn dre soubidigezh-se a laka ar skoliad da zeskiñ brezhoneg fonnus. Savet ez eus bet nevez zo ur stummadur evit ar vrezhonegerien a labour en o yezh c'hoazh hag a fell dezho mont donoc'h en anaouedegezh ar brezhoneg.

Sed aze roll ar frammoù a ginnig stajoù hir :


— Stumdi Landerne, postel : bzh.stumdi(AT)wanadoo.fr
— Pôle langue bretonne, Skol an Emsav, Roazon, postel : sae.bzh(AT)wanadoo.fr
— Roudour, Karaes, postel : roudour2(AT)wanadoo.fr
— Kelenn, Kemper, postel : kelenn2(AT)wanadoo.fr

Mod-all, tu zo da lakaat e anv er stajoù-hañv a vo aozet un tammig e pep lec'h e Breizh adalek Mezheven betek Gwengolo. Un doare eo da gaout un tañva eus ar brezhonge a-raok dibab ur stummadur hir pe un digarez da adskoulmañ gant ar brezhoneg gant deskerien all (s.o. ar pezh stag : roll ar stajoù hañv.

: (voir le site) gant listenn glok ar c'hreizennoù kelenn e Breizh.


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.