Gwened : deiziataer sevenadurel an hañv zo enlinenn

Communiqué de presse publié le 17/07/08 5:08 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/11/11541/11541_2.gif

Divyezhek penn-da-benn eo lec'hienn genrouedad kêr Gwened. Kavet e vez e-barzh an holl ditouroù ret diwar-benn ar gumun ha buhez hec'h annezidi. Un nevezenti e 2008 : e brezhoneg e vez kinniget an deiziataer sevenadurel diwar vremañ.

Ur gêr brudet evit an arz hag an istor eo Gwened ha kinnig a ra, e-pad mizvezhioù an hañv, ur bern abadennoù sevenadurel ma c'hello kement arvester kavout e blijadur. Festival jazz, sonerezh klasel, abadennoù dañs, diskouezadegoù er C'hoc'hu, er c'hastell, baleadennoù kontet, gouelioù istorel, sinema dido, stourmadegoù war vor… Adalek miz Mezheven betek miz Gwengolo e laka kumun Gwened he holl nerzh evit ma vo mare an hañv mare ar gouelioù bemdez.

Tu zo da lenn roll an abadennoù-hañv e brezhoneg war lec'hienn an ti-kêr abaoe un nebeud devezhioù eta : (voir le site)

Plijet e vo brezhonegerien kêr Gwened gant an diviz nevez-se koulz ha “Yann vrezhoneger” deuet da dremen vakañsoù er vro.

Klotañ a ra gant an argerzh lakaet e pleustr gant ar c'huzul-kêr e 2007 p'en deus divizet sinañ ar garta Ya d'ar brezhoneg.

(voir le site) evit gouzout hiroc'h war ar garta ha war ar brezhoneg e Gwened.


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.