Bitdefender, an enepviruz kentañ e brezhoneg

Communiqué de presse publié le 26/06/08 3:50 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:1
https://abp.bzh/thumbs/11/11301/11301_2.gif

Goude an emglev a oa bet sinet gant Microsoft e miz Meurzh 2007, eo bet kaset da benn vat, gant Ofis ar brezhoneg, troidigezh Bitdefender, an enepviruz gwerzhet ar muiañ e Frañs (embannet gant « Editions Profil »)

Kinniget eo bet an enepviruz brudetañ evit PC d'ar gazetennerien gant un den e karg eus Bitdefender d'ar Yaou 19 a viz Even 2008 e Roazhon a-gevret gant tud e karg eus an Ofis. Emañ ar stumm brezhonek o paouez bezañ lakaet war ar marc'had.

Dibabet en deus an Ofis labourat muioc'h-muiañ war teknologiezhioù ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ ha gouestlañ e amzer ha e varregezhioù ed'an dra-se.

Ur c'hammed bras a oa bet graet war-raok e miz Meurzh 2007 c'hoazh pa oa bet sinet ar gevrat-keveliñ etre Microsoft, Rannvro Breizh, hag OAB. Troidigezh an enepviruz-mañ a ziskouez youl an Ofis da gas war-raok diorren ar brezhoneg war un dachenn stradegel evit ar yezh.

Ar servijoù Treiñ-Aliañ ha TermBret, kreizenn dermenadurezh an Ofis, o deus kenlabouret stank a-benn treiñ ar 80.000 meneg bennak eus ar meziant talvoudus-se, evit ma c'hallo kement hini a garo dibab implijout ar stumm gallek pe ar stumm brezhonek anezhañ.

Ur stumm da briziañ a vo tu da implijout e-pad 30 devezh en ur glikañ war (voir le site)


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.