Diwar-benn an Akademiezh hag ar Brezhoneg

Communiqué de presse publié le 18/06/08 10:16 dans Politique par Jean-Marie Salomon pour Emgann-MGI
t:0

Kemmenadenn/communiqué

Diwar-benn an Akademiezh hag ar Brezhoneg

Trugarekaat a ra Emgann MGI ar senat, an Académie Française ha Jean-Luc Mélenchon evit prouiñ bemdez n'eus nemet gant ur galloud breizhad dizalc'h e c'hello mont ar brezhoneg da yezh ofisiel, normalizet, normativet, doujet ha gant peadra evit ma c'hellfe bevañ.

Bewech ma tagont an disterañ a-raokadennig a-rouezus evit yezhoù distatud stad-c'hall e kasont war-raok koustiañs vroadel pobl vreizh en ur ziskouez pegent pell e vezont deus goulennoù sokial an niver atav brasoc'h-brasañ a Vretoned evit hor yezh.

Goude un nebeut sizhunvezhioù tabutoù, o doa kredet lod zo ober "istorel" (sic) deus oute, e-keit m' eo bet termenet hor yezhoù evel un tamm deus glad stad c'hall (evel ma vez graet e ti-kêr PS/PC/UDB Roazhon e-lec'h m'eo bet krouet ur post gouestlet d'ar"glad difetis" evit ar brezhoneg) e weler splann ne cheñcho netra war dachenn gwirioù yezhel pobl vBreizh. Evel m'en diskouez an deiz fenoz afer skol Diwan Montroulez, an diaesterioù evit digeriñ ur c'hlas divyezhek e Gwizien pe evit kinnig ur servij publik a galite evel e skol Merville en Oriant.

Da geñver an treuzkas galloudoù goulennet gant ar C'Huzul-Rannvro evit ar c'helenn e fell deomp-ni adembann n'eo ket bet graet an ensavadurioù gall e Pariz (Kuzul stad, akademiezh, parlamant…) pe e Breizh (kuzul rannvro, kuzulioù meur) evit lakaat e pleustr ur politikerezh yezh ret (daoust da youl vat dilennidi zo) evit respont mat ha buan da stad mantrus ar brezhoneg pe evit respont da bep goulenn sokial eviti pe evit ar gallaoueg.

Ma vez ar brezhoneg mad an holl ez eo dibosubl distagañ stourm ar Brezhoneg ouzh hini evit gwir pobl vreizh da vestroniañ he dazont. Ar re a embann sonjoù koñtrol zo marteze a feiz vat met e faziont hag e livont gevier d'ar Vretoned.

Evit Emgann-MGI, Fañch Oger


Vos commentaires :
Dimanche 19 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.