Ur brezegenn gant G. Dalgalian e lesneven

Conference debat publié le 18/06/08 5:32 dans Langues de Bretagne par Gregor Mazo pour Gregor Mazo
https://abp.bzh/thumbs/11/11185/11185_2.jpg

DESKIN UR YEZH ALL ADALEK AR VUGALEAJ: EMGAV GANT AR C'HELENNER GILBERT DALGALIAN. D'ar meurzh 24 a viz even da 20e30 en ti-digemer e Lesneven.

Ar brezegenn:

Petra eo perzhioù an divyezhegezh abred ? Petra a lavar ar skiantoù? Peseurt yezh dibad ha perak ket ar brezoneg? Kalz goulennoù a vo tu da sevel e-pad ar brezegenn.

An aozerien:

« Divskouarn » zo ar gevredigezh evit brudañ ha diorren ar brezhoneg tro-dro d'ar vugale vihan a-raok ar skolliata.C'hoant hon eus diorren ar brezhoneg e-lec'h m'emañ ar vugale: da gentañ er familhioù, e lec'hioù digemer ar re vihan, goude-se e ti ar magerezed. Savet eo ar brezegenn gant sikour ar gevredigezh Ti ar vro hag ar skoliou divyezhegezh (Dihun, Div Yezh, Diwan). Pediñ a reomp ac'hanoc'h evit ur brezegenn diwar-benn ar divyezhegezh, kinniget gant Gilbert Dalgalian.

Ar prezeger:

A orin deus bro Armeni, Gilbert Dalgalian en deus gouestlet e vuhez d' an deskadurezh ha da gelenn ar yezhoù. Div yezh en deus bet diouzhtu, bevet en deus e vugaleaj e Paris en ur familh a gomze turkeg. Gilbert Dalgalian zo ur yezhoniour arbenniket war deskiñ abred ar yezhiou, ha war ar pedagogiezh dre vras. Meur al levr en deus skrivet, da skouer : « enfances plurilingues » embannadurioù L'harmattan, ha « Reconstruire l'éducation » embannet gant an FSU hag embannadurioù an amzer.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 4 ?