1800 den a zo o teskiñ brezhoneg en departamant, an niver a skolidi er c'helenn divyezhek a zo bet lieskementet dre 3 abaoe 1997. Un teuliad da lenn pe/ha da bellgargañ war bajenn « Arsellva » hol lec'hienn.
En teuliad nevesaet n'eus ket pell 'zo gant Arsellva an Ofis e vo kavet ganeoc'h sifroù diwezhañ ar c'helenn divyezhek en Il-ha-Gwilen. 818 bugel a zo enskrivet er skolioù divyezhek eus ar skol-vamm betek ar skol-veur. 518 anezho a zo o teskiñ brezhoneg e Roazhon, unan eus ar c'humunioù e penn ar rannvro evit ar c'helenn divyezhek (forzh peseurt hentad e vefe) hag evit ar c'hentañ derez dreist-holl ma kaver muioc'h a skolidi eget e Gwened.
Dre 3 eo bet lieskementet an niver a vugale er c'hlasoù divyezhek abaoe 1997 met merzout a reer ez a ar c'hresk war c'horrekaat ar sifroù dre ma n'eus ket bet krouet a lec'hienn zivyezhek nevez daoust d'ur goulenn sokial kreñv.
Koulskoude, peadra zo da gaout spi e kresko ar sifroù abalamour da zaou raktres sevel skolioù e Magoer (hentad dre soubidigezh) hag e Gwizien (skol bublik).
E Skol-veur Roazhon II mod-all e vez degemeret 363 studier e rann ar c'heltieg er bloaz-mañ (228 e studioù war ar brezhoneg, 136 dibabet ganto ar brezhoneg ouzhpenn d'o danvez pennañ). An trede yezh dibabet an aliesañ gant ar studierien eo ar brezhoneg.
War greskiñ ingal ez a ar c'helenn d'an dud deuet abaoe tregont vloaz. 311 den a zo enskrivet er c'hentelioù-noz en departamant hag ez eo Roazhon kêr gentañ Breizh evit an niver a dud deuet enskrivet. Dre ar stajoù aozet gant ar gevredigezh Skol an Emsav evit ar stummadur dibaouez e vez tizhet bremañ muioc'h-mui a dud a bep seurt. Tost da 9000 den a gomz brezhoneg en departamant.
A-benn gouzout kement tra war ar c'helenn brezhoneg en Il-ha-Gwilen, pellgargit an teuliad dre glikañ war an arlun e traoñ ar pennad-mañ pe dre vont war bajenn an « Arsellva » (klikañ war « servij », da c'houde dibab « Arsellva », el lañser desachañ « al labourioù kinniget » dibab « Studiadennoù dre diriad », ha da c'houde « Stad ar brezhoneg er c'helenn en Il-ha-Gwilen ».
■