Gouel Kan ar Vartoloded, ar festival kentañ e Breizh o tegemer al label Ya d'ar brezhoneg

Communiqué de presse publié le 3/06/08 3:15 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/10/10978/10978_2.gif

D'ar Gwener 23 a viz Mae en deus roet Ofis ar brezhoneg label Ya d'ar brezhoneg da Ouel Kan ar Vartoloded e Pempoull.

Dirak Herve Seubil gKernaudour, sekretour an Ofis ha Pierre Morvan, prezidant ar Gouel e oa bodet un toullad tud eus ar skolioù divyezhek ha Diwan, kreizennoù sevenadurel Anjela Duval ha KSBP Tan de'hi, gouren Aodoù-an-Arvor, eil-maerez ar sevenadur e Pempoull, France Le Bohec, eil-maer S. Loup, Fañch Rebours ha tud ar festival.

E-kerzh ur brezegennig divyezhek en deus kinniget Herve Seubil gKernaudour an emglev Ya d'ar brezhoneg, bet roet lañs dezhañ c'hwec'h vloaz zo gant Ofis ar brezhoneg ha sinet gant 600 framm eus ar gedvuhez : un hanter bras a embregerezhioù hag a vod 240 000 goprad hag un hanter bihan a gevredigezhioù, 180 000 ezel enne, c'hoant gante broudañ ha diorren ar brezhoneg en o obererezh. Kadarnaat a ra al label Ya d'ar brezhoneg kalite an oberoù fetis kaset da benn gant ar festival en doa sinet an emglev n'eus ket bloaz zo : kartennoù hetoù ha logo en div yezh, skritell divyezhek, lec'hienn internet, panellerezh ar gouel ha hini ar burev, brezhoneg er mikro a-hed ar gouel, seizh ober en holl zo bet degemeret gant an Ofis pa oa pemp d'an nebeutañ da seveniñ evit bezañ diouzh label Ya d'ar brezhoneg.

«Salv ma roio c'hoant da festivalioù all e Breizh heuliañ hon hent», eme brezidant ar gouel. Digor eo an emglev Ya d'ar brezhoneg d'an holl frammoù forzh peseurt tachenn obererezh e vefe o hini hag abaoe 2004 eo digor karta Ya d'ar brezhoneg d'ar c'humunioù ha kumuniezhioù kumunioù.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 7 ?