Arz Breizh hag hon identelezh. Kaozeadenn gant Armel Sec'h

Communiqué de presse publié le 17/05/08 1:10 dans Cultures par Armel Le Sec'h pour Armel Le Sec'h
https://abp.bzh/thumbs/10/10739/10739_2.jpg
Jeanne Malivel.


Pouez an arz en hon identelezh

Livourez eztaolerez eo Armel Sec'h. Hi a zo bet prezidantez kentañ « Poellgor an Tarv / Académie du Taureau», ur strollad arzourien eus Breizh bet krouet e 1997 gant ar pal brudañ ha broudañ un arz lec'hel hag a vremañ. Dont a raio da ginnig dimp un abadenn e brezhoneg war dem an arz hag hon identelezh.

« Ar pezhioù kizellet da gentan hag an tisavourez, ar pezhioù livet hag ar fotoioù goude, o deus “kizellet” hon identelezh hag hon ene, hag er memes amzer o deus roet d'ar bed skeudenn hep par ur Vro lugernus. »

Kaozeadenn e brezhoneg gant Armel Sec'h,
d'ar Gwener 6 a viz Even da 8 eur 30 noz
Ti ar Vro Kawan
(e-kichen sal ar gouelioù)
Kawan (Cavan) zo etre Gwengamp ha Lannuon war an hent D 767.

Fédération Al Levrig
Ti ar Vro Treger-Goueloù
Hent Jean Monnet
22140 Kawan/Cavan
Plgz : 02.96.49.80.55
Plr : 02.96.54.62.92
Contact : allevrig(AT)wanadoo.fr

Evit gouzout hiroc'h : (voir le site) lec'hien Ti ar Vro Tregor Goueloù ha (voir le site) Armel Sec'h.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 9 ?