Eil “Taol-Lañs” ha “Gouel ar Brezhoneg”

Evenement publié le 15/05/08 10:40 dans Festivals par Tristan Le Nedellec pour Diwanet
t:0

Diwanet (kevredigezh Skolidi kozh Diwan) ha Dazont ar Brezhoneg (Aozadur Devezh ar Brezhoneg) a zo laouen d' ho pediñ da zont 'ba Karaez d'ar Gwener 30 ha d'ar Sadorn 31 a viz Mae war dachenn Kerampuilh evit an eil "Taol-Lañs" ha "Gouel ar Brezhoneg".

Goude berzh bras an "Taol-Lañs" kentañ, ez eo bet diskouezet e oa strolladoù a gane e brezhoneg met o doa poan da vezañ anavezet, padal ez eus ur publik prest d'o selaoù. A-benn sikour da ziorenn strolladoù yaouakizoù donezonet eus Breizh, hon eus bet c'hoant kenderc'hel gant ar gouel plijus-se. Ur mont e-barzh prizh frank zo gant ar gouel : pep hini a baeo ar pezh a c'hell !

D'ar Gwener, adalek 7 e noz : "Taol-lañs", tremplin evit lakaat da zizoleiñ strolladoù a gann e brezhoneg kanaouennoù mod nevez.: an hini a-zaio ar maout gantañ a c'hoario an deiz goude (Sadorn 31) evit Gouel ar Brezhoneg, evit Gouel an Erer Kozh, Gouel ar Rouedoù g Glas e Konk-kerne, Pan celtik Festival en Iwerzon ha Gouel Taol-Kurun !!!! 12 strollad a vo : Egin (eus Plomeur), Fast-Noise Trade (Camors), Francis Jackson Project (Kawan), Gouez (Coueron), Katellig (Roazhon), Langoêt Kaou (Roazhon), Prim (Naoned), Roc'h Traez (Bannaleg), Rock 'n Diroll (Merlevenez), Sharamaka (Kemper), Tomaz ar Volg ha Mignoned (Bruxelles) .

D'ar sadorn : Gouel ar Brezhoneg : Pred meskl + fest deiz + fet noz lidañ pladenn nevez Startijen gant Startijenn, Plantec, Dièse3...

Titouroù :

Pelec'h ? Karaez-Kerampuilh

Pegement ? Priz frank

Kousket ? Kamping

Debriñ : Boued a vo (boeson ivez)


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.