Programm ar Gouel Erwan el Liger-Atlantel e miz Mae 2008

Dépêche publié le 13/05/08 17:57 dans Cultures par Yves Averty pour Yves Averty
https://abp.bzh/thumbs/10/10688/10688_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/10/10688/10688_3.jpg
Eflamm Kaouisin strobineller eus Breizh.

E Naoned e oa krouet ar Saint Yves Gouel Erwan, Gouel Breizh, e 1997. Er bed a-bezh e vez skignet bremañ : (voir le site)

Tu vo lidañ gouel ar vro el Liger-Atlantel e Saotron, Reudied, Naoned, Sant-Nazer ha Pornizh. Sed amañ ar programm klok gant daou zegouezhadenn nevez ar bloaz-mañ : un nozvezh e Kastell Duked Breizh ar sadorn 24 hag un abadenn hud e brezhoneg ha galleg evit ar vugale hag an dud deuet, ar sul 25 !

Titouroù e brezhoneg : Ajañs Sevenadurel Breizhek : 02 51 84 16 07, acbml@free.fr ha www.acb44.com

Ar Gwener 16, Saotron : sonadeg gant al laz-kanañ Kan Ar Vro ha Bombardes and Co, kantikoù ha tonioù Breizh, Chapel Bongarant, 9e noz. Kemer perzh er mizoù dieub. Aozañ Bretagne Plus, sevenadur ha breudoù : 02 40 63 75 42 ha bretagne_plus@yahoo.com

Ar sadorn 17, Reudied : Yann Kemener arzour-livour a zigor e stal d'an dud eus 10e da 1e hag eus 3e da 7e. Chomlec'h : 22 bali ar Cévennes. Titouroù 06 32 70 54 11.

Ar sadorn 17, Pornizh : baleadenn ganet, pourmenadenn tro-war-dro 7 kmad hed a-hed ar c'hanol Haute Perche. Degemeret mat eo ar ganerien hag ar sonerien evit reiñ nerzh d'ar c'herzadeg. Tout ar vugale ar rank mont ganto un den deuet. Banne ar vignoniezh er fin. Emgav e sal ar c'hanol evit loc'hañ da 3e. Kemer e reer perzh evit netra. Aozañ : Atelier de Danses Celtiques et Traditionnelles de Pornic. Titouroù 02 40 82 23 00 ha j-j.auffray@orange.fr

Ar Sadorn 17, Naoned : 3de Breizh Parade gant Les Trompettes du Mozambique, DJ Loran, Tréteau et Terroir, Bagad Naoned ha Bombardes & Co. Sonadeg gant Les Trompettes du Mozambique da 4e, Leurenn an Iliz-Veur. Dibunadeg eus 4e30 da 6e30 : straed Verdun, straed ar Marne, straed ar Barillerie, straed d'Orléans, plasenn ar Roue, straed Crébillon, plasenn Graslin, straed Crébillon, plasenn ar Roue. Fest noz plasenn ar Roue da 6e45. Moned dieub. Aozañ Poellgor ar Gouelioù Naoned hag Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel : 02 51 84 16 07 ha acbml@free.fr

Ar Sadorn 17, Sant-Nazer : fest noz gant Tadâam, Silienn, Christophe & Gweltas , Tosser Tad ha Mab, kevredigezh Kboman (toserezh), er bon splujerezioù adalek 8e30 noz. Predoù war al lec'h : krampouezh, chistr... Mont-e-barzh digoust. Aozañ Kelc'h Keltiek Sant-Nazer. Titouroù 06 77 48 64 43 ha cerclec@cercle-celtique-saint-nazaire.net

Al Lun 19, Naoned : Abadennoù er C'harter Graslin e tavarnoù Le Duo (traoñ ar straed Scribe), Le Yachting (straed Franklin), Le Racine, Le Graslin (straed Racine), Le Pickwick's hag an Torr e Benn (straed Rameau) adalek 8e noz. Mont-e-barzh digoust. Aozañ Ajañs Sevenadurel Breizhek : 02 51 84 16 07 ha acbml@free.fr

Ar Merc'her 21 , Naoned : Emgav foran « Buhez ar santoù breizhek, un eienenn evit an istor? » gant Jean-Christophe Cassard, istorour e Skol-Veur Breizh-Izel, Sal Jules Vallès, Egorenn Jacques Demy, 24 kae ar Foz, da 8e30 noz. Kemer perzh er mizoù 3 euro. Aozañ Bretagne Plus, sevenadur ha breudoù : 02 40 63 75 42, bretagne_plus@yahoo.com ha (voir le site)

Ar Sadorn 24, Pornizh : Staj galetez e sal liezimplij Santez Maria da 10e mintin. Digoust, 12 den d'ar muiañ. Staj dansoù Bro-Gembre, eus 3e da 5e, digoust, memes lec'h. Fest noz gant skolidi ar skol-kêr sonerezh, Jacal ha Jad'Hisse, da 8e30, memes lec'h. Mont-e-barzh 6 Euro. Aozañ Stal-labour Dansoù Keltiek ha Hengounel Pornizh. Titouroù. 02 40 82 23 00 ha j-j.auffray@orange.fr

Ar Sadorn 24, Naoned : Staj tañva brezhoneg e ti Kentelioù an Noz, 10 straed ar Bourget, eus 10e30 da 12e00. Un dañvadenn eus ar yezh keltiek nemeti war kevandir Europa! En tu-mañ da 2 eur e ouiot en em c'hinnig, mont e brezhoneg ouzh un den bennak ha reiñ ho niverenn pellgomz. Priz : 5 Euro. Titouroù kann@netcourrier.com ha 02 40 20 39 74.

Ar Sadorn 24, Naoned ha Reudied : Pourmenadenn e brezhoneg e Trentemoult. Eskemmoù hag addisplegoù e brezhoneg (diverradennoù e galleg). Emgav da 2e e kae an Navibus, kae D'Aiguillon (rakwelet 2 diket TAN). Digoust. Aozañ : Ar Falz 44 : 02 40 04 45 51.

Ar Sadorn 24, Naoned : Trad' Session gant skolidi Mirerezh Sonerezh Naoned, ur raktres ma ar binvioù sonerezh jazz ha klasel a gej gant ar binvioù hengounel (bombard, akordeoñs diatonek, telenn geltiek) e touez dansoù Breizh... Plijadur vo! Lez Kastell Duked Breizh, 8e30. Mont-e-barzh digoust. www.chateau-nantes.fr

Ar Sul 25, Naoned : « Pirates » un abadenn fizik divyezhek brezhoneg-galleg gant Eflamm, hudour strobineller eus Breizh, sal Bretagne, straed Villebois-Mareuil, da 3e00. 5 Euro. Aozañ Ajañs Sevenadurel Breizhek :02 51 84 16 07 ha acbml@free.fr

Aozañ : Ajañs Sevenadurel Breizhek : 02 51 84 16 07, acbml@free.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 8 ?