Lestr o hiraezh

Présentation de livre publié le 7/05/08 8:56 dans Langues de Bretagne par Hor Yezh Mouladurioù pour Hor Yezh Mouladurioù
https://abp.bzh/thumbs/10/10609/10609_2.jpg

Lestr o Hiraezh gant Kristian Brisson

Konan, ar Mestr en doa dibabet sentiñ ouzh al lusk a veze debret e vuhez gantañ a-vihanik ha mont hep damantiñ e bourzh al Lestr, o sammañ warnañ mil mallozh ar bed stag ouzh ar vag-se.

Koulskoude, neb a zibabo mont d'e heul a zesko diwar e goust e-unan pegen bresk e c'hell bezañ levezon ar Mestr pa ranko hemañ plegañ d'e dro d'ur galloud dic'hortoz dreist d'e youl hag a vo krignet gantañ kalon e blanedenn.

Daoust ha tonket e vo dezhañ, goude bezañ gouestlet e vuhez d'ar beajoù dibenn war ar morioù arvarus, echuiñ e gantreadennoù pell diouzh e garidi en ur gichen gant Lestr e Hiraezh ?

15 € (ouzhpennañ 3 € a vizoù-kas)

Mouladurioù Hor Yezh 14 Louzaouenn-an-Hañv / Rue du Muguet
22300 Lannuon / Lannion
02 96 48 03 00


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 5 ?