Brezhoneg ha bugaligoù, meur a brezegenn gant Divskouarn er mare-mañ

Conference publié le 5/05/08 15:22 dans Langues de Bretagne par Gregor Mazo pour Gregor Mazo

Stank an traoù war dachenn ar c'helaouiñ er mare-mañ, kinniget vez ganeomp meur a zarvoud er mizioù-mañ : Montroulez, Brest ha Brec'h.

- d'ar Meurzh 13 a viz Mae e vo e Montroulez ur brezegenn / Kaozeadenn, e sal Skol Vreizh, labouradeg kozh ar butun. Azalek 6e00 abardaez. An tem a zo « KINNIG UN EIL YEZH AZALEK AN OAD KENTAÑ, SKOUER AR BREZHONEG GANT DIVSKOUARN ». Digor d'an holl eo.

- D'ar Sadorn 17 a viz Mae e kemeromp perzh d'ur brezegenn / tabut diwar-benn « AN DIVYEZHEGEZH E BRO AN ALRE ». Aozet eo an traoù gant kevredigezh kerent bugale klasoù brezhonek skol publik Brec'h. Kemer a raimp ar gaoz goude ar c'helenner Dalgalian, arbennigour war an divyezhegezh abred. Azalek 9e30 mintin e vo an abadenn, e sal debriñ ti kêr Brec'h,

- d'ar Meurzh 20 a viz Mae, ha 10 a viz Even, da 6e noz, e vo dalc'het ur gaozeadenn ganeomp e Brest, e ti an Europ. Pedet omp gant ar gevredigezh Eskemm da gaozeal diwar : « BREZHONEG HA BUGALIGOÙ, KEJADENN GANT DIVSKOUARN, kinnig ha testenioù ». An hini kentañ vo e brezhoneg, an eil e galleg.

Muioc'h a ditouroù : divskouarn403(AT)orange.fr / 09 60 04 79 83


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 7 ?