Emgav gant Kilian, ezel eus strollad ar Vretoned Yaouank

Interview publié le 28/03/08 15:46 dans Politique par Gérard Olliéric pour Gérard Olliéric
https://abp.bzh/thumbs/10/10191/10191_2.jpg

Kilian zo ezel eus strollad ar Vretoned Yaouank. Kiriek eo eus korn Bro An Oriant. Setu un tañva deus outañ :

Stéphane : Demat Kilian ! Lar deomp piv out te berr-ha-berr ?

Kilian : «Demat d'an holl ! Ganet on 28 bloaz-zo e Schiltigheim e bro Elsass. Bevet m eus du-hont 3 bloaz, da c'houde em eus bevet e Roazhon betek dibenn va studioù. Brezhoneger on a-vihanik peogwir em eus bevet a-viskoaz en ur familh braz a stourmerien, barzh metoù an emsav. Staliet on evel Etiopathour en Henbont abaoe 4 bloaz hanter, ha seniñ a ran binioù braz e Bagad Nozeganed Bro Porh-Loeiz.»

Stéphane : Perak bezañ emezelet d'ur strollad politikel, ha perak eta Strollad Breizh ?

Kilian : «A-viskoazh em eus en em santet Breizhat. Ha bihan tout dija e stourmen evit hor idantelezh, hor yezh, hor bro. Betek souezhiñ, pe stroñsañ zoken, va c'hamaladed ha skolaerien. Met pad pell amzer em eus stourmet en un daore hiniennel. Abaoe un nebeut amzer e soñje din kavout un diskoulm efedusoc'h. Kemer a ran perzh bremañ er strollad Ai'ta ! da stourm evit ar brezhoneg. Klasket m'eus gouzout hirroc'h war ar strolladoù politikel. Sellet m'eus pizh ouzh ho mennozhioù ha desachet on bet gant Strollad Breizh. Klotañ a rae mat gant va mennozhioù, gant an doare ma ijinen kas Breizh war-raok.»

Stéphane : Peseurt danvezioù a zo tomm da'z kalon da geñver politikerezh Breizh ?

Kilian : «An holl teuliadoù zo a-bouezh. N'eus ket tu da leuskel unan a-gostez. Ret eo deomp gellet degas un diskoulm war pep tachenn ma fell deomp desachañ ha kendrec'hiñ ar Vretoned gant hor mennozhioù. Ur vro zo un dra liezek ha hollek. Evit dont a-benn e kavan pouezhus kreñvder hor c'hinnigoù. Mod all e kavan pouezhus ivez labourat evit ma vefe adkavet gant ar Vretoned ho idantelezh, didrevadenniñ ho spered. A-us da bep tra e fell din saveteiñ ar brezhoneg.»

Stéphane : Lidet vo 'benn nebeut kentañ deiz-ha-bloaz Ar Vretoned Yaouank. Petra eo ar pep pouezhusañ evit ar bloaz da zont da soñj dit ?

Kilian : «Ret vo deomp kenderc'hel d'en em diorren, dre kreskiñ niver an izili, dre kendrec'hiñ tud nevez, donaat an teuliadoù, war pep tachenn. Ret eo diskouez eo ret adalek bremañ kontañ warnomp, ha ganeomp hag an holl Vretoned e vo savet un dazont fiskal. Deiz-ha-bloaz laouen deoc'h Bretoned Yaouank ! Kalon vat !»

Stéphane : Petra a garfes degas ar muiañ da Strollad Breizh ?

Kilian : «An trec'h ! Mod all, nerzh va gendrec'hidigezhioù. Ar »fighting spirit«, biken n'em lavaran trec'het. Ken ma vo ur stourmer...»

Stéphane : Tud 'zo a lar ez eo ar stourmerien breizhat tud diamzeriet, furlukinet zoken, pe dispac'helourien. Gall a rafes prouiñ deomp ar c'hontrol ?

Kilian : «Lavar a ran »Trawalc'h gant ar folkloraj !« Ret eo reiñ da Vreizh ur skeudenn par d'he lusk sevenadurel, ur spered a-vremañ ha gwriziennet don en hon istor ha glad, e-giz ar rappour IwanB, DJblue, ar c'haner Dom Duff, ar sonaozour Roland Becker, ar bagad dirollet Briec hag all. Mennet eo ar rummad nevez ha stourmerien yaouank sevel ur gevredigezh breizhat lorc'h henni ha bleuñviet kaer. Hor raktres evit Breizh a respont d'ur wirionezh ha d'ur redi.»

Stéphane : Penaos e ijines Breizh a-benn 20 vloaz ?

Kilian : «Diaes raksoñjal, hirr e vo an hent betek krouidigezh ur stad Breizhat. Ret vo stourm kreñv a-enep troioù-spered an dud. Digeriñ ho sell war Europa a-bez, gwellet broioù evel Skos, Kembre, Katalunia a roio c'hoant d'an dud, gant ma vo troc'het gant Pariz hag he mediaoù, he bihansevenadur. Feiz ha fell din kaout en hor dazont.»

Stéphane : Trugarez !

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 0 ?