Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg 2008

Communiqué de presse publié le 20/03/08 16:23 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/10/10089/10089_2.gif

Evel bep bloaz abaoe 2001 e vo lakaet war wel gant Ofis ar Brezhoneg an embregerezhioù, ar c'hevredigezhioù hag an hiniennoù o do kaset da benn oberoù dreistordinal ha dibar ober gant ar brezhoneg war ar pemdez.

Meur a loread a zo aet ar maout ganto a vloaz da vloaz evit bezañ savet oberoù a bep seurt. E 2005 da skouer e oa bet stummet gant an UBAPAR meur a vuhezour war an DABU ha savet e oa bet kampoù-vakañsoù e brezhoneg evit ar vugale ; e 2006, Mikael Bodlore, er rummad « hinienn » en doa bet ur priz evit bezañ krouet ul lec'hienn gaer divyezhek « GeoBreizh ». Un taol-kaer all a zo bet graet gantañ nevez 'zo gant krouidigezh al lec'hienn genrouedad nevez gouestlet d'ar sonaozourien vreizhat. Er rummad « embregerezh » e oa bet tapet ur priz gant Super U Gwern-ar-Sec'h en Il-ha-Gwilen evit ur panellerezh divyezhek staliet e pep lec'h er stal pe c'hoazh, ar gevredigezh Stumdi, evit bezañ krouet ur servij a genlabour gant an AVAL gant ar pal skoazellañ he stajidi da gavout labour e brezhoneg goude ar stummadur heuliet ganto.

Meur a ober dic'hortoz, savet gant arzourien pe tud arbennikaet war an teknologiezhioù nevez, oberoù a sell ouzh ar vugaligoù pe ar mediaoù a zo bet dibabet ha roet ur priz dezho gant ar juri a gaver ennañ izili eus Ofis ar Brezhoneg ha dilennidi eus Kuzul-rannvro Breizh. Diwar c'houlenn ar C'huzul-rannvro e vez aozet ar Prizioù-mañ eta gant Ofis ar Brezhoneg. Arc'hant a zo da c'hounit evel-just evit un hollad a 4000 € evit pep rummad. Dasparzhet e vez an arc'hant er mod-se : 2000 € d'an hini trec'h, 1500 € d'an eil loread, 500 € d'an trede.

Evit kemer perzh en genstrivadeg-mañ, goulennit ho teuliad digant : Ofis ar Brezhoneg Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg 10 straed Naonediz-10 rue Nantaise 35000 ROAZHON / RENNES. Pgz : 02 23 44 04 30 Postel : ofis35@ofis-bzh.org A-raok an 30 a viz Ebrel d'an diwezhatañ e ranko an teuliadoù bezañ degaset en-dro d'an Ofis ha lid-roidigezh ar prizioù a vo aozet en eil hanterenn miz Mae.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 3 ?