Da-geñver emvod meur ar c'hevredad Kanomp Breizh a zo bet dalc'het e Pleuveur-Bodou d'an 8 a viz Meurzh 2008, an It. Claudine Simon, e brezidantez he deus resevet digant an Ao. Herve Seubil-Kernaudour, eus Burev Ofis ar Brezhoneg, label live 1 an emglev Ya d'ar brezhoneg. War al lec'h e oa ivez holl zileuridi lazoù-kanañ ar c'hevredad, an It. Armelle Guillou, sekretourez Kanomp Breizh, dilennidi ar vro hag izili eus an Ofis.
E Kevredad Kanomp Breizh, bet krouet e 2004, ez eus bodet 22 laz-kanañ brezhonek. War-dro ar brudañ hag ar stummañ e vez graet evito gant ar framm-mañ. Divizet eo bet gant Burev ar gevredigezh kas war-raok meur a ober a-benn diorren tamm-ha-tamm implij ar brezhoneg en he mont en-dro
8 ober a zo bet kaset da benn c'hoazh gant ar gevredigezh ha dre ma'z int bet graet mat, hervez dezverkoù an Ofis, e ro dezhi an aotre da resev al label live1. Kartennoù-hetoù ha kartennoù-bizit divyezhek a zo bet savet gant ar gevredigezh. Kemennadenn responterez ar gevredigezh a zo divyezhek ivez, koulz hag ar c'hartoñsoù-pediñ. E brezhoneg emañ al logo. En div yezh bep tro e vez kinniget pennad-stur lizher-kelaouiñ ar c'hevredad ha plaketenn vrudañ ar framm a zo divyezhek penn-da-benn. Ouzhpenn-se, dre ma kan holl lazoù-kanañ ar c'hevredad e brezhoneg, eo bet lakaet an « ober »-mañ da « ober dibar ».
Abalamour m'eo bet kaset da benn vat eta an 8 ober merket a-us eo bet roet al label 1 da Ganomp Breizh ha sinet he deus ar gevredigezh evit mont war-zu al label 2 war un dro o tiskouez dre ar sinadur-mañ he c'hoant da vont pelloc'h evit ar brezhoneg.
■