D’ar Gwener 11 a viz C’hwevrer adalek 10 eur er sal sinema Le CINEMATOGRAPHE 12 bis, straed ar C’harmezezed
Emgav nevez evit bugaligoù ar skolioù divyezhek : evit an trede gwezh e vo kinniget dezho gant ar gevredigezh Dizale hag Ofis ar Brezhoneg ur mintinvezh dudi o sellout ouzh tresadennoù-bev e brezhoneg. Un digarez plijus eo evito d’en em adkavout etre skolidi an hentennoù divyezhek staliet e Naoned : Diwan, Div Yezh, Dihun.
Div abadenn a vo kinniget : an hini gentañ da re ar skol-vamm, an eil da vugale ar skol kentañ derez adalek ar CP. Tem an tresadennoù bev-mañ vo « Logod » er bloaz-mañ diwar tem unan eus ar filmoù bannet.
Evel er wezh tremenet ez eo er Cinématographe (12 bis, straed ar C’harmezezed e kreiz-kêr Naoned) e vo degemeret ar vugale d’ar Gwener 11 a viz C’hwevrer 2005 adalek 10 eur.
Laouen e vimp o tegemer ac’hanoc’h evit an emvod kelaouiñ a vo aozet en hevelep deiz er Cinématographe da 9 eur 45. le la les un de a au des une
■